Kenstroll Breizh a guitaa YEN, rouedad european ar pobloù minorelaet
Ar sizhun baset e oa bodet tud yaouank a vinorelezhioù Europa e Montroulez. YEN (Youth european nationalities) eo anv ar rouedad aozadurioù bihan a dolpa anezhe evit lakaat da dalviñ o gwirioù.
Ag al lun betek ar sadorn, tem ar sizhun a oa penaos e c’hella ar vinorelezhioù kenlabourat get ar strollegezhioù lec’hel betek ensavadurioù european evit ober gete.
Kenstroll Breizh a zo barzh a rouedad evit difenn yaouankiz Breizh. Disadorn he deus divizet ar gevredigezh kuitaet YEN da vat, goude mizioù a disfi.
Loeiz Albert-Becker, Enora Al Louarn hag Anna An Intañv, a oa doc’h Mikro Aodren Trehin. Emaint é vonet da zisplegañ an abegoù o deus kaset anezhe da dapiñ an diviz-se, en ur ouiet ouzhpenn e oa Loeiz Albert-Becker prezidant YEN. N’eo ket distêr ar rebechoù a zo graet gete !
Daoust ma n’int ket mui barzh YEN e faota da tud Kenstroll Breizh kendalc’hiñ da glask poueziñ àr Europa. Ur mod arall a vo neuze da ijinañ.
Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.